Le Morte d'Arthur

Marv Arzhur
James Archer (1860)

Le Morte Darthur ("Marv Arzhur") hervez an dornskrid, Le Morte d'Arthur hervez an henvoulladur, zo ur c'helc'hiad 504 danevell saoznek diazezet war mojennoù ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn, bet dastumet hag adskrivet gant Sir Thomas Malory (c.1415/1418-1471) pa oa bac'het, da lavarout eo etre 1468 ha 1470.
An darn vuiañ anezho a zeu eus Danvez Breizh, lod all zo bet troet gantañ diwar labourioù gallek Chrétien de Troyes (c.1130 - c. 1185), ha lod all c'hoazh zo bet krouet gant Malory e-unan.

E 1485 e voe moullet Le Morte Darthur gant William Caxton (c. 1422c. 1491) e Londrez.

Al levr saoznek brudetañ a zo bet skrivet diwar mojenn Arzhur eo, hag ar gentel saoznek diwezhañ.

Gant skrid Malory ec'h eo bet awenet an darn vrasañ eus ar skrivagnerien o deus pledet gant an danvez-se goude e zonedigezh er gouloù, evel Alfred, Lord Tennyson (18091892) evit Idylls of the King (1859-1885) pe c'hoazh Terence Hanbury White (19061964) da sevel The Once and Future King (1958), nes komz eus skrivagnerien all er bed a-bezh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search